Bonreizh Berlin

Bonreizh Berlin an 23 a viz Du 1995 (alamaneg : Verfassung von Berlin vom 23. November 1995, VvB) eo bonreizh Land Berlin. Degemeret e oa bet d'an 8 a viz Even 1995 gant kannaded Berlin, peurwiriekaet dre referendom d'an 22 a viz Here ha lakaet da dalvezout d'an 23 a viz Du. Ar vonreizh kent a oa bet degemeret d'ar 1añ a viz Gwengolo 1950 ha daoust ma oa sañset talvezout evit ar gêr a-bezh ne dalvezas e gwironez nemet evit Berlin ar C'hornôg betek unvanidigezh ar vro. 101 mennad a ya d'ober ar vonreizh, ha kemmet e voe 9 gwech betek 2006.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy